Kanenn-bobl a Vro-Gambodj

I
Treiñ a ran en-dro dit
Te ‘n hini eo an Douar
Ha me eo ar Poder
Ha me eo ar Blanedenn
Me eo an Tro-heol
Tro-war-dro an Heol !
Me an Avel vras
A dro en-dro d’ar Wezenn
Ha me eo da gariad
A dro en-dro dit-te
Hag a ro d’ez Targreiz
Ar furm eus va bizied
Me a ro d’ez Tremm
Furm va muzelloù !
II
Me a dro en-dro dit-te
Me ‘ra ‘n añforenn izil
Ha me eo ar Poder
A ro Ene d’ar Pri
Me zo ar Beure hag an Noz
En-dro d’an dremmwel
Ha me eo al lanv
A dec’h hag a zistro
Ha me zo da ganaouenn
A sav hag a ziskenn
Hag a ro d’ez kalon
E dalmoù espar
A ro d’ez tivskoaz
Askell va c’harantez !

2 a viz Genver 1969

Print Friendly, PDF & Email