Kan d’al Leger

I
Sioul e tirollez, Leger,
Da ruban voulouz du.
E kreiz ‘tre ar pradeier
Gwez pupli e bep tu.
Hiboudiñ ‘ra da zourioù,
O ruilhal dreist ar skluzioù.
Hag a-bell,
Te ‘luskell
Din va hunvreoù…
II
Gwechall, bugale seder,
A vilin da vilin,
Ni ‘leunie da bradeier
Gant hon c’hoarzhoù lirzhin.
Azezet war da ribloù,
Ni ‘gonte hor c’hevrinoù
‘Us d’ar Froud
O hiboud’
Ni ‘rae hunvreoù…
III
Pegen koant da vilinoù
‘Hed an draonienn kent stank.
Na kanañ ‘rae da skluzioù,
Gwechall p’edon yaouank.
Hag a-grap an tosennoù :
Chapelioù ha manerioù.
Kant kastell.
Kant tourell.
Koant ‘vel hunvreoù…
IV
Pa rin va hun diwezhañ
Dindan an ivinenn
Pa vo ‘n avel o c’hwezhañ
‘Soñjin c’hoazh en draonienn
Me ‘glevo boud da zourioù.
Me ‘glevo kroz da skluzioù.
Du-hont pell
O luskell’
Din va hunvreoù…

29 a viz Here 1963



 


« »