Kalon artichaod

Lavaret he doe din am c’hare
Met evit c’hoarzhin edo.
Lavaret he doe din am heuilhfe
betek penn-ahel an douar
Met evit c’hoarzhin edo ivez
Un deiz
« Arc’hoazh e timezan
Bez’ e vi va faotr-enor
…Pinvidik eo-eñ. »
N’he devoa ket komprenet…
Roet am bije dezhi un tamm loar
ur sae gwiadet gant stered
hag ur skinenn aour
da lakaat en he blev.
Va c’halon zo mildorret
E mil drailhenn oabl-glas
Ur gleienn skañv
He deus o gwentet holl

3 a viz Gwengolo 1963,
diwar Pierre Simona.

Print Friendly, PDF & Email