Izabel

I
Eus Plozeved da Gemper
Nag an hent a zo koant
A bep tu din zo gwez kaer
Lintrus evel arc’hant
Diamantoù ar selin
O c’hoarzhin en heol vintin
Eus Plozeved da Gemper
A ! Nag un hent pegen koant !
Da Gemper ! Da Gemper !
War va jô e lagad pers.
II
Eus Plozeved da Gemper
Va marc’hig am dougen
Va jô gwenn ‘gemer liv gwer
‘Tremen ‘skeud un derwenn
War e gein eñ ‘zoug ken aes
Ur bisac’had karotez
Da vont da varc’had Kemper
Va jô gwenn ouzh hon dougen
Da Gemper ! Da Gemper !
War gein va jô bihan gwer
III
Eus Plozeved da Gemper
Va jô ‘drot ken mibin
Ez afe d’an daoulamm herr
Ha me ken divadin
C’hoarife gant va fenn-bazh
Ma glaskfe ouzhin trabas
‘Tre Plozeved ha Kemper
Ul laer fin e zorn mibin
Da Gemper ! Da Gemper !
War va jô e lagad pers
IV
Ha sede dija Kemper
Ar geoded wenvidik
En Oded an dour zo sklaer
Dindan ar vrumennig
An daou gloc’hdi ‘ra din sin
Ha me ziskenn balc’h ha din
Etrezek marc’had Kemper
Gant ur mousc’hoarzh gwenvidik
Da Gemper ! Da Gemper !
War va jô e lagad pers.

2 a viz Meurzh 1971,
diwar Jean Bluteau.

Print Friendly, PDF & Email