In Memoriam

Gant an horolaj kozh, aze e korn an daol
Eo sonet ‘vel bep noz div wech an daouzek taol
Dishañval diouzh bemnoz, evel ur son arall
Rak ‘mañ troet fenoz va soñj trema ‘r Bed all
Gortoz a rin fenoz, em eñvorioù beuzet
Gortoz a rin fenoz ken m’he devo sonet
An eur-se du ha yen goude an hanternoz
An eur m’emañ pep den en e hun o repoz
O mamm kement karet ! Trizek vloaz ‘vo fenoz
M’eo da ene nijet trema Bed ar repoz
D’an eur-se ar yenañ goude an hanternoz
‘Voe an eur diwezhañ eus da ziwezhañ noz
Div nozvezh warn-ugent e-tal da wele-kloz
Div nozvezh warn-ugent hep ehan na repoz
Bep eil hon eus beilhet da dousaat da enkrez
Bep eil o deus beilhet da verc’h ha da nizez
Sed a-daol-trumm e par war da zremm o c’hwezañ
Ur sklêrijenn espar n’eo ket eus ar Bed-mañ
Un huanadenn verr da selloù trema ‘n Neñv,
Emañ da ene kaer o vont davet Doue…
Echu eo da galvar…
Bremañ ‘mañ va hini
Va-un’ war an douar, va-un’ en ur Bed kriz
Dare on da semplañ trec’het gant an enkrez
Gwerc’hez mamm ar gwellañ. Ho pet ouzhin truez !
Re digempouez ‘velkent eo va buhez ‘vel ‘mañ
Holl emaint en Tu-hont va-unan en Tu-mañ,
He va-unan fenoz va c’halon o wadañ
Me c’houlenn da venoz. O mammig a garan.

8 a viz Eost 1964

Print Friendly, PDF & Email