Hetoù ’vit an Emsav

Pedenn
Bez’ e vennomp, Aotrou !
Ar Frankiz d’hor Bro-ni
Gant doujañs ha gant spi
‘Viti ni ‘ra hetoł :
Kan
I
Ra luc’ho ‘r c’hleze dir
E dorn un eil Arzhur
Ra stlako ‘us d’hon Tir
Ar banniel Gwenn-ha-du
Kaer ha balc’h en avel
— Arouez trec’hus hol lu —
« Gwenn-ha-du » hor Banniel
Ha kleze dir Arzhur !
II
War walenn-gein ar Vro
Eus ar menez d’ar mor
Yaouankiz ra gano
Kanennoł taer Glenmor
Entanet o c’halon
Gant sec’hed ar Frankiz
Ha gant ar menoz don
Da zieub’ o Broiz
III
Ha deiz ar Beure meur
Pa savo Heol an Trec’h
Pa deuy erfin an Eur
Da ziswintañ ar Bec’h.
War lein ar Menez-Bre
Ra ganint a-bouez-penn
Ha ra douint al Le
Da gas ‘n Erv da benn…

9 a viz Genver 1969

Print Friendly, PDF & Email