Hent an Ametist

Gant koantañ gerioù hor yezh kaer
Az meule an Arzour hag an Amourouz
Ar Barzh a gane da Gened
Kevrin da vein liv d’ar velionenn
Bolz-enor da wez glas
Ma tirolle an Telennour-noz
Chapeled-aour e ganenn-veur
Eiltoniet gant sarac’h an deil
Ha sourrig boull al lammdour nes
Baradozig en draonienn !
Se a oa dec’h…
— Hiziv ? — Aet ar Baradoz da Ifern.
A drugarez d’ar vandaled vodern
— Euzh ha heug un dismantr —
Kemmet an draonienn goant
‘N un daolenn fin ar Bed
Ra veizo neb a lenno…

14 a viz Here 1970







« »