Hegarated

Morse ne ra serr-lagad
Morse ne ra seblant
Da drement hep gwelout
Tren ar Bed-mañ

Kerzhout ‘ra hi ivez
Ha mont gant he hent
O tougen war he dremm
Doujañs d’ar merion
Da droidell ha da c’hournij
Al laboused o fluñv disked

28 a viz Here 1973,
diwar P. Etienne.

Print Friendly, PDF & Email