Hanter-Noz ¼

An orolaj a gerzh
An amzer a gerzh
Ar vuhez a gerzh
Va menozioù ne gerzhont mui
Va divhar ne gerzhont mui
Korf ha spered morgousket
Re hir an deiz. Re verr an noz
Re skuizhus d’an den kozh
E-kreiz an Hañv
Un devezh labour dizehan
… Ur miz labour dizehan
Ur bloavezh labour dizehan.
— Ur vuhez labour dizehan
Setu lod ar peizant
Hag an tamall atav warnañ :
Re ger al laezh, an amann
Re ger ar bara
Ar c’hig hag ar vioù…
Daoust ma fell daou litrad laezh
Evit kaout ul litrad dour-melar
Hogen erru ur gont a vez
Ez a ar paour e gouez
Hag an deiz-se ? An deiz-se, tudoù
Gant unan bennak sur ‘vo kerse
Rak ar gounnar ne vez ket
Pouezet dre lur
Na muzuliet dre walenn.
Met dre ‘niver a vloavezhioù gwaskerezh
Dre niver ar bloavezhioù goaperezh
Dre ‘niver a anvioù divalav
Peget war gein ar peizant
Gant paotred o daouarn gwenn
Ha merc’hed o ivinoù roz
Hag o muzelloù ruz
Ma tifluk outo ar yezh seven-se
Ar yezh otus-se !
N’heller bout hepti
Nag aotrou, nag itron na dimezell
Ar yezh-se ganti an ton hag ar pardon.
Ar yezh-se c’hoarvezet ganti
Evel gant ar paour pa binvidika :
Gant an diaoul ez a.
Ar yezh na oa anezhi netra
Nemet un trefoedach latin
Komzet gant mevelien ha soudarded
Kezar p’edont deut d’ober o mistri
War Vro ar C’halianed
Ar yezh krog enni d’he zro
Ar c’hrign-bev
Goude bezañ krignet ganti
Yezhoù enorus ar Gelted
Ar yezh-se ‘m eus kas outi
Ma ra poan din he gervel
Dre hec’h anv
Ar galleg brein !
Brein gant an ourgouilh…

10 a viz Gwengolo 1974







« »