Gwerc’hez miz Mae

Diac’hubet barlenn ar prenestr
Hag ho lakaet evel bep bloaz
War ur bladennig evel tron.
Stered gwenn ha kleier glas
A bep a-du d’ho skeudenn
Ha dirak : ur rozenn gamelia ruz
Aze e-harz ho treid
Sell ‘ta ! Tri liv o banniel ! ? !
Ha nann ‘vat ! Kuit ar stered
Hag ar c’hleier
Itron Varia Vreizh
Ne chomo ouzh ho tron
Nemet ar rozenn ruz
Ruz-roz evel gwad paour
Va c’halon skuizh.
Hag a-dreñv deoc’h
Ur bodig glas : arouez miz Mae
Deil fav en o Yaouankiz.

1añ a viz Mae 1977







« »