Gwener ar Groaz 69

C’hwezhet en deus un avel but
‘Hed an deiz eus tu ar Reter.
Klev en noz du e c’harmoù yud
Selaou o klemm kerdin al Lud !
Klemmoù an Oan
‘N e dremenvan
Ha youc’hoù taer
Ur Bed muntrer
A dreuz va c’halon gant ur bir
Gwasket on gant ur graban dir
Gervel an hun zo din aner

[1969]







« »