Gwad ha Daeroù Iwerzhon

Da Ronan ha d’’e geneiled-stourm

Iwerzhon ! Iwerzhon !
C’hoar garet hor Bro-ni
’N hor c’halon zo trefu
Gant da Freuz ha da Reuz.
Iwerzhon ! Iwerzhon !
Stivell ar sent
Breizh a zo dit dleourez :
Avielet eo bet hi gant da vibien
Hag he c’halon a gren
Gant ar spont hiziv an deiz.

O ya, me ’oar, gwad glan da Verzherien
a c’houlenne dic’haou.
Re bell ha re griz
’C’h eus gouzañvet ar Yev
Dour sall da zaeroù ’oa re skañv
—– Ponneroc’h ar gwad eget an dour –

Dirak Doue ha dirak an dud
Eo glan da Venoz ha reizh da stourm
Ra deurvezo gant an Hollc’halloudeg
Lakat un termen d’az Reuz
Dre an Trec’h dleet dit.

2 a viz Gwengolo 1979

Print Friendly, PDF & Email