Grit

Grit yer grit vioų
Eme renerien Pariz
Da gouerien Vreizh
Ezhomm hon eus muioc’h-mui
A vorzhed gwizi !
Ha laezh. Grit laezh
Forzh pegement…
Savit leueoų, grit dimp kig
Forzh kig.
Ha Yann gaezh a sentas
Bewech.
Hama !
Lezet eo bet Yann gaezh
da gouezhaņ bewech
war e reor.
Aet skuizh o vezaņ graet gantaņ
al leue, eo kroget un deiz
en e forc’h hag he bantet
war an aotrounez renerien
Kroget eo ar spont enno
Tapet o deus terzhienn
An derzhienn velen.
Ya, an derzhienn velen
N’eus ken kaoz, c’hwi ’oar
ur gwall gleņved eo
an derzhienn velen
terzhienn an aour.





« »