Gouel an Anaon

Doue da bardono an Anaon
An holl Anaon.
Anaon an holl Amzerioù
Gwechall. Hiziv. Arc’hoazh.
A Viskoazh da Virviken
O Mestr ha Krouer an Eneoù
Roit dezho holl
Peoc’h ha sklêrijenn
En ho Tomani Hollec’hon
Ha Peurbadel.
Pardonit o fazioù douarel
Ho meuliñ a raint a vouezh uhel
Gant kanennoù a garantez
A Loar da Loar. A Heol da Heol
A sterenn da sterenn
E savo ur c’han a Levenez
Ur wiadenn a Wenvidigezh
A leunio an Didermen.
Amen.

3 a viz Du 1969







« »