Giz Haiku

Klichedoù
Meurdez Kezar
Mantell ruz-tan
Ragach ur big
Emzalc’h ur Rouanez
Mantell Kala-Mae
Bizied an Ankoù
Korf ar wrac’h Karabos
Lagad un naer
Mouezh un dimezellig
Tailhet en archer
Gwisket e klañvdiour
C’hwistell ur voualc’h
Fentus stumm lorc’hus ar park-se
E derez uhelañ ar gribenn
Evel o ren war ar parkoù all
Etre Koad-iliav ha tour Ploubêr
Eo deut a-benn an Heol
D’ober ur prenestr er goumoulenn
Dre ar prenestr
Kouezhet eus an Neñv ? Savet eus an douar ?
Ur boultrenn arc’hant a c’holo an Natur
An Heol o strivañ d’he steuziñ.
War al letonenn revet gwenn
Ur voualc’h a bigos gant nerzh
Un andred gwak e gwasked ar valaenn
War al leton touzet berr
Pemp dred o klask o boued
Ur c’harr-tan er c’horn-tro
Un den a dreuz al letonenn skornet
Dont a ra ur c’hi war an tres
Prim e tistro. ‘Oa ket tres e vestr
A zerez da zerez : ur stêrig sioul
Al linenn hent-houarn gant trenioù rouez
An hent bras terduet gant kirri stank.
Stered doubl ar c’hirri-tan
Stered karrez ar prenistri
Stered heolheñvel gouleier-kêr
Beajiñ ha distreiñ
Klañv-bras ‘oa kaset d’ar c’hlañvdi
O lezel er gêr he chas feal glac’haret
Ha daou re votaou-koad nevez-flamm
A-souz ‘oa bet kaset du-hont
Da Gêrbenn he Bro
Ambrouget gant div regennad gwez
Aze ‘oa roet dezhi ur mevel
Ha distroet adarre a-souz
Ambrouget bepred gant ar gwez
E kambr ar c’hlañvdi div gozhiadez
Ur mezeg e varv du
Hag e goskor hollwennwisket.
Daoulagad gwer-sklaer
Ur saro gwer-sklaer
Ur vouezh gwer torret
Daoust ha pet melezour
A c’hellfe bezañ uzet
Gant he selloù ken lemm ?

[Kerzu 1978]







« »