Froudennoù

Gwiadiñ ‘rin ur roued
‘Vit din o fakañ trumm :
— Ken pront e kemmont stumm —
Menozioù va Spered.
Ken pront hag an avel
O redek ar c’houmoul
Pe o wentat ar pell
Eo froudennoù va youl.
Unan a zo. Padal.
Ha biken na gemmo
Warc’hoazh ‘vel gwechall
Me a garo va Bro !

Mezheven 1969







« »