Frankiz

Gallout ‘rafen mont ‘lec’h all. Digor eo an Hentoù, an Oabl ma tremen ar gwazi gouez,
hag ar Morioù en Tu-Hont gant o c’heinoù skant.

Gallout ‘rafen bevañ ‘n un doare all. Tra ma sav d’am malvennoù ar sev a vuhez ha ma
talc’h ar sapr em brennid, tra ma chom ivinoù war va daouarn.

Met te Bro gaer ar gwez, ar skeudoù glas, ‘n em strew’ a rez en-dro din
Sellout a rez ouzhin ; ha ken heñvel emaon ouzhit ma seblantez din bout va c’horf
din-me.

Ha daoust ha me n’on ket an hini nemetañ a anvez en da galon : va mab ! ?
Hag a anzavez ?

Sellout ‘ran ouzhit ha war va divrec’h e ‘n em gloz chadennoù ponner ar Frankiz.

18 a viz Mezheven 1976,
diwar Marcelle Delpastre.







« »