Foenn

Barzhoneg suilhet gant an heol
Barzhoneg sallet gant c’hwezenn
Barzhoneg intret gant frondoù
Ar geot o vervel
Tri c’hant kabell-touseg meur
A-regennoù war ar foenneg
Barzhoneg sinet gant an Heol.





« »