Evit lid ur maen-koun da Yann-Kêl

A galon hag a spered
Emaon ganeoc’h mignoned
Unanet er memes menoz :
Doujañs ha karantez ar Vro gozh…
Enor d’an hini en deus roet e Yaouankiz
E Vuhez evit Stourm-meur ar Frankiz
Da gorf, Yann-Kêl, zo chomet e douar da Vro
Ha da viken da anv ‘n hec’h Istor a chomo
Da Vojenn ‘vo kontet e korn pep oaled
A rumm da rumm da vugale ar gwir Vretoned
Trivliañ ‘ray o c’halonoù
Ha kerzhout ‘raint war da roudoù
Lorc’h enno o vout Breizhiz !
Bennozh d’az memor Yann-Kêl
Breizh da salud evel un Haroz
Evel he gwellañ mab.
Joa da Anaon an holl stourmerien
E peoc’h Doue…

29 a viz Meurzh 1978







« »