Eñvoradur

Treiñ an nozelenn
Ha distreiñ hanter vloaz
E donder an istor
Taol ha taol gorrek ha ponner
glaz a gouezh war sioulder an nozvezh arkus
Komzoù fromus a zever
Eus boest ar skingomz
Taolioù taboulin, trouz treid gourion
Hag anvioù harozed
ha fedoù marzhus.





« »