Em Digenvez

Aotrou ! Prennet hoc’h eus va c’harc’har
Gant alc’houez ar c’hleñved.
Va bac’het hoc’h eus en digenvez
Hag er boan, hag er baourentez.
Em noz teñval, em estrenvan yen
N’am eus d’am sklêrijennañ
Tra ken ‘met ar c’houlaouennig-se
O teviñ sioul em diabarzh
Ar c’houlaouennig-se bet enaouet gwechall
Ouzh flamm ho kleuzeur…
Deut zo ‘velkent ur c’hariad
D’am frealziñ gant e vezañs
Da barañ dre doull an alc’houez
E lagad war va hini.
Ha skinañ rae ‘vel un Heol
Ma sklaerias va c’harc’har,
Ma tommas va c’halon
Ma ‘n em lakis da ganañ
Da c’hortoz Heol ar Beure
Heol ar Frankiz
Peurbadel.

15 a viz Here 1964





« »