E maezioù Breizh

Ar Peurvanoù a vloaz da vloaz
‘Kemer lec’h ar parkoù hadet
Bihanoc’h ‘se a vloaz da vloaz
War al leur ar goustelloù ed.
Ar bernioù foenn a vloaz da vloaz
O kemer lec’h ar bernioù plouz
Ha bihanoc’h a vloaz da vloaz
Er solieroù ar gwinizh rous…
Distroadet ar c’hezeg-labour
Pal hag alar hag an hadour.
Aezhenn flaerius an Eoul-maen
O saotrañ aer vat an draonienn
Tourni an ardivinkoù dir
En Hent, er c’hoad hag en oabl glas :
Kleier ifern o seniñ glaz.
O seniñ glaz ar ouenn ? an Tir ?

[1968]

Print Friendly, PDF & Email