D’ur C’henvroad : R. L.

Petra ‘ta ‘rae al laboused,
E nozvezhioù hir ar goañv ?
— Sevel tonioù ‘vit an Evned
Da ganañ dimp d’an Nevez-hañv.
Tra souezhus ! Da Laouenan
O deus desket ivez skrivañ…
Krog eo d’ober barzhonegoù
Ken koant ha Laouenanigoù !
— Kan ‘ta, Laouenan Bro-Dreger,
Evel da vreur an Alc’houeder,
Da gan a sav dous hag eston.
War delenn da Laouenanez,
War vuzelloù da Rouanez,
Ez-laouen e skiltro da son.

Ur genvroadez
8 a viz Ebrel 1963

Print Friendly, PDF & Email