D’un dañserez du

N’az poa ket c’hoazh c’hwezek vloaz
Te hag a deue, emezout, eus an Dakanil
Hag he ‘veze gwalc’het a anizetez ha wisky
Gant ar re wenn fallakr
E-barzh an ti-koroll mogedet-se
E Kasablanka.

Da boan ha da hiraezh
‘Oa anavezet
Gant an holl oriaded,
Gant ar voraerien aze oc’h ambregañ
Gant ar soudarded e koñje
Gant an ergezherien vak
O deus brevet dit da vrennid du
Gant o enoe ec’hon a veajourien.
An Tadoù visionerien
Hag ar bobl landore
O deus klasket gwechoù da frealziñ
Met te oar, te da-unan
Merc’h vihan an Dakanil
Kollet e ti-koroll mogedet
Kasablanka
Penaos da galon
Addigoro d’an Eurded
Er beureoù nevez
A soubo da zezerzh genidik
Pa retorni da zañsal,
Evit da Harozed marv
Evit da Harozed bev,
Evit da Harozed da c’henel.

Diwar Camille Roussan.

Print Friendly, PDF & Email