Drak da skeudenn

Da Viviana Caouissin
Noz Gouel Chandelour eo
Gouel ar Goulaou.
A-hed an deiz ‘m eus soñjet ennout.
Na soñj ac’h eus, Viviana eus va zi paour ?
Emaon azezet fenoz amañ
‘Lec’h ma oas azezet p’out deut d’am zi
Ar memes tan en oaled, sioul pep tra
Nemet an orolaj o vuzuliañ an amzer.
… Bloavezhioù zo tremenet abaoe
Gant o samm a breder, gant o fouez a enkrez
A striv hag a stourm evit ar Vuhez
Ha Buhez hor Bro. Buhez ar Ouenn.
… Ponner eo bet da groaz Viviana
Ha teñval da Hent er Bed-mañ.
Hentoù don ha strizh ar Gelted :
Kildroennek ha skosellek, treuzet alies
Gant drez ha spern o drein garo.
Padal o tiboukañ war ur blaenenn c’hlas
Marellet a vleuñv gwelevus
O lintrañ dindan an Heol
Pe war ur parkad Ed-bara
O wagenniñ en aezhenn flour Gouhere
— A ! Lavar dimp, Viviana, bleuñvenn Keltia
E vleuniez bremañ da viken
E liorzh-hud Tír na nÓg.
— Lavar dimp ac’h eus kavet
E penn da Hent don
Ar sklêrijenn-se hirc’hortozet
An Heol a Garantez-se ma huanade dezhañ
Da Galon dan. Da Ene naoniek
A ! Lavar dimp ac’h eus kavet Du-hont
Hon Harozed hag hor Sent
Hon merzher Brogarour ar beleg santel
Marvet evit Breizh
Hag an holl re all kouezhet
Evit ma vevo Keltia evel Pobl.
A-dreuz ar C’hantvedoù.
Lavar dimp ac’h eus kavet aze
Hor Hendadoù o deus difraostet an Arvor
Hag ar re o deus graet hec’h Istor
O deus komzet ha kanet ar yezh
Emañ enni Ijin ha Spered ar Ouenn.
Hon Dukez vat, m’out ken heñvel outi
Nevenoe, Arzhur, Alan, Morvan
Kadoudal, hag holl servijerien Keltia
Aet d’ober o Feoc’h dirak Doue.
… Viviana. Viviana. Bleuñvenn c’hlas tener
N’ankounac’ha ket da Vro. Hor Bro.
Ped Doue ar Sklêrijenn hag an Nerzh
Da ziskouez Hent an Trec’h
D’ar re a Gendalc’h gant ar Stourmad
Ha bez e Peoc’h ar Wenvidigezh
Da viken.
Amen.

Gouel Chandelour 1976

Print Friendly, PDF & Email