Don Karlos Maros

War don ar martolod
I
Krampouezherezed Breizh Vihan
Lakit ho kleurc’hioù war an tan
Emañ o tont d’ho kwelout
« E Veurded » Don Karlos
Pebezh enor evidout
Breizh-Izel va Bro gozh !
II
Karlos e Bro ar Vretoned
Pell zo ne oa ket bet gwelet
Met bez ‘vez eus e geloù
Bemdez hag e pep ti
Rak holl baotred ar Radio
A gan e veulodi
III
Setu Karlos Maros er Vro
Daoust ‘ta penaos e vo an dro ?
Brizhvretoned a yelo
Doujus d’e saludiñ
Met ar re daer a hucho :
D’ar gêr da gomandiñ !
IV
Breizhiz zo skuizh pell amzer zo
Gant ho promesaoù goullo
Ni ‘fell dimp kaout ur Radio
Ni ‘fell dimp ur skinwel
Renet gant paotred hor Bro
O komz yezh Breizh-Izel
V
Ar gudenn-mañ na n’eo netra
Da gontañ ‘n hini hon eus c’hoazh
Rak ‘mañ evel tud estren
Ar vugale ‘n o Bro
Pa n’eus aotre da gelenn
Brezhoneg er skolioù
VI
C’hoazh e lavarimp deoc’h Aotrou
Ma permetet ur ger pe daou
Rak an traoù a ya gwall fall
Breizhiz zo nec’het bras
Ma ne selaou ket Bro-C’hall
Ret vo cheñch penn d’ar vazh.
VII
‘Benn ‘oa echu d’an abadenn.
E Veurded ‘oa teñval e benn
‘Oa ket gwell gontant Karlos
O tistreiñ eus Kemper
Rak ne oa ket e gortoz
Da gaout seurt degemer
VIII
Rak ‘pad ‘oa kousket Don Karlos
E Kemper en e wele-kloz
‘Oa deut sioul paotred dilu
Ha war e garr-avel
‘Livjont ur mell gwenn-ha-du
A bep tu d’un triskell
IX
P’edo o tremen dre du-mañ
Savet va fri. Petra ‘welan ?
Ar mell banniel Gwenn-ha-du
Livet war e garr-nij
Ha me da soñjal diouzhtu :
Bet ‘deus Breizh he frankiz !…

29 a viz Genver 1969







« »