Divroañ

Gwashat gwalenn a gastiz
O wastañ hor Bro-ni :
Tec’hel ha divroañ
— O c’halon o wadañ —
Reiñ o flas d’an Estren
Mont holl da broleterien
Zo lod hor yaouankiz
Aberzhiñ o Frankiz
O zud.
O zi.
O Douaroù
Kerzhout trema ‘r c’hêrioù
D’al labouradegoù bouzarus
D’an hlmoù safarus
Chadennet o Buhez
Hiviziken noz-deiz
Ouzh lusk ar momeder
O vuzuliañ o amzer
Eilenn goude eilenn
Gwerzhañ o nerzh hag o ijin
D’ar mac’her o redi
Da vout e vevelien
Ha da zebriñ bara c’hwerv an Harlu !
— Gwelloc’h bout ganet du ! —

17 a viz Ebrel 1968

Print Friendly, PDF & Email