Dismantroù Breizh

— Ober ‘ran gwerzennoù ? — Ya, ober ‘ran gwerzennoù.
Met ne blij tamm ebet din bezañ anvet barzh !
Va micher zo bet a-viskoazh troc’hañ buzhug.
Ha komz ‘ran d’am loened ‘vel pa vefent tud…
Va micher am eus kavet atav plijus
Evel ma kav plijus ar pesk an dour.
— Met, bez’ ‘z eus traoù ha n’o c’havan ket plijus,
Hag en lavarout a rankan :
Ne gavan ket plijus gwelout maezioù va Bro
O tistreiñ da fraost ha da repu d’al loened gouez
Ne gavan ket plijus gwelout savadurioù va Bro
O tremen e daouarn an estren evit un dornad paper
Ne gavan ket plijus tamm ebet
Gwelout kleuzioù va Bro — framm ha stern ar broioù Kelt —
Rac’het didruez ha diskiant.
Ha yaouankiz va Bro o redek d’ar c’hêrioù
Da werzhañ o nerzh ha frankiz o buhez
D’ar mac’her o goapao.
Ne gavan ket plijus gwelout kozhidi va Bro
E marvdiez ar c’hêrioù o ouelañ d’o foan gollet
Na mammoù yaouank va bro
O komz yezh ar mac’her d’o bugaligoù.
Torfed eo terriñ ar chadenn
Torfed eo kontammiñ ar ouenn
Ha den na sav e c’her da enebiñ.
Den ! Pe, kennebeut !
Setu ma ran gwerzennoù — N’eo ket va micher —
Evit kuzh’ enno va glac’har
Evit kuzh’ enno evel ‘n ur skrin
Perlez va daeroù… Ha neuze
Pelec’h mirout an hadenn diwezhañ
Nemet e liorzh ar Barzh.

16 a viz Kerzu 1966



 


« »