Dirak an dismantr…

Tadoù-you va c’hendadoù
Eus gwenva ar Gelted
Gwelit o tiverañ va daeroù
War ho labour dismantret
Nag a boan nag a c’hwezenn
‘Oa koustet deoc’h ar c’hleuzioù !
Plantet ‘poa koad war o leinoù
Kloz ha goudor pep tachenn
Badezet park hag ogell
‘Vel ma vez graet d’ur bugel.
Disvadezet int-i bremañ
N’ez eus mui na park nag ogell
Na koad, na prad, na lann
Digor holl d’ar pevar avel !
— Ha d’an adlodennañ —
Ur gouelec’h a-raok pell.
… Drouklazherien an natur
‘Deus tourtet ar c’hleuzioù
A, kalonoù dinatur !
Labour hor Hendadoù
Kened maezioù ar Gelted
Pep park ‘oa un Neved.
En o sav war bep kleuz
Ar gwez ‘vel gedourien
Pa rae ‘n avel e reuz
Ar gwez ‘oa o difenn
Difenn an trevadoù
Goudor ar chatal mut
Kanañ ‘raent evel ograoù
Bremañ ‘n douar zo mut
Mut al laboused… hag an dud.

16 a viz C’hwevrer 1978

Print Friendly, PDF & Email