Deus d’ober ur bale

I
Deus va c’hi-me
Deus d’ober ur bale
P’eo ken dous an amzer
Deomp da vord ar rinier
Klev ! Du-hont ‘us d’an dour
An Eostig o kanañ flour
Deus va c’hi-me
Deus d’ober ur bale.
II
Deus Kubele
Deus d’ober ur bale
War da gein tro-ha-tro
Paotredigoù va Bro
Te ‘ra pazioù voulouz
Ha da drot a zo ken dous
Deus Kubele
Deus d’ober ur bale.
III
Deut bugale
Deut d’ober ur bale
Un dudi eo pourmen
‘Hed pradoù an draonienn
Klevit al laboused !
An adan hag ar skrilhed
Deut bugale
Deut d’ober ur bale

[1976]



 


« »