Derc’hent an 12 Kerzu

E koun an Ao. Perrot
Emaon amañ er c’hlañvdi
en-dro din klemmoù
En-dro din anken ha dispi
rec’h ha huanadoù
Emañ amzer an azvent
Er-maez e yud ar gwent
Kantren ‘ra va spered terzhenniek
e gwennodennoù an eñvor
En hentoù don sant Kaourintin
M’hoc’h eus gounezet kurunenn
Ar Verzherenti.
O, Breizhad meur, ho pet soñj
Eus hor soudarded toullbac’het
Gant ar gwasker a-viskoazh
O fec’hed zo ken bras ? ! ?
Kredout c’hoazh karout Breizh
Kredout c’hoazh strivañ
Gant o ijin hag o nerzh
d’he dieubiñ !
D’he digabestrañ da vat
ma vezimp mestr er gêr
Hor sikourit Tad mat
Da gaout Spi en Trec’h
Gant skoazell Itron Varia Koad-Keo.
Amen

[11 a viz Kerzu 1978]

Print Friendly, PDF & Email