D’ar Pont Kozh

I
Ur c’heloù fall am eus klevet
Ar Pont-Kozh d’ar marv zo barnet
‘Vit ober plas d’ur pont beton
Gant ar seurt-se emañ an ton
II
An artizaned vat gwechall
‘Oueze ober labour divrall
Labour solut ha labour vrav
A chome kantvedoù ‘n o sav.
III
Met te Pont-Kozh Kernoterioù
Te zo ar maout war ar pontoù
Te ha da vreur ar Pont-Maho
Ho poa stourmet ouzh an dourioù
IV
Kant vloaz zo ‘baoe war-bouez tri bloaz
Beuzet ar Vro gant an dour bras
Ha c’hwi dister ha c’hwi dilorc’h
Stourmet ho poa ouzh an Esorc’h.
V
Pa rede al Leger d’ar mor
Leun a gounnar leun a fulor,
Skoilh ebet outañ ne harze
Da gement pont lamm a roe.
VI
Lanv ar Progrès zo gwashoc’h
‘Get morse ar gwashañ esorc’h
An deknokrated kriz, digar
N’eus gante kaoz nemet diskar.
VII
Diskar ha goude adsevel
Arc’hant bep tro en o godell
Met ‘vit ar re a rank paeañ
N’eo ket ur gounid an dra-mañ.
VIII
C’hwi ‘oar, sur-mat teknokrated
Dismantriñ kened zo torfed
Poent echu’ da foeltriñ hor bro
Pe deoc’h un deiz ker e kousto.

26 a viz Mezheven 1977

Print Friendly, PDF & Email