Danvez Bleuñv

— Bodenn spern-du lavar din-me
Pelec’h ‘c’h eus kavet-te danvez
D’aozañ da vleuñv gwenn ha skañv ?
— Arboellet ‘m boa ‘pad ar goañv,
Fulennoù erc’h kouezh’ em c’herc’henn
Ha d’o gwriat neudoù rev gwenn.
— Balan aour lavar ivez,
Da vleuñv-te zo en pe danvez ?
— Drailhennoù int, ha netra ken
Eus mantell aour ar Priñs melen…
— Brugoù uvel bleunioù va Bro
Lavarit din bremañ d’ho tro
E pelec’h ‘prenit ho tanvez
Gant ho pleuñv eo ruz ar menez.
—Ni ‘sav war dosenn Runavin
Ni ‘skrap pallennoù ar mintin
N’eo ket danvez ‘ray diouer dimp
Da fardañ bleuñv ‘r pezh a garimp…
— Ha te radenenn an douflez
Te n’ac’h eus kavet tamm danvez
— D’am danvez bleuñv n’am eus tamm keuz
Va delioù zo ken koant ha bleuñv.

18 a viz Mae 1965

Print Friendly, PDF & Email