Da’m zad

… Bennozh dit Aotrou a lâran
Evit an devezh-mañ a Here
— Dek vloaz ha kant a zo abaoe —
Ma voe ganet ar bugelig
Dibabet ganit evit bout un deiz va zad.
… Ha bennozh dit-te Tadig
Da vout roet din ar Vuhez.
Ar vuhez. Teñzor dibriz
Bennozh dit da vout gounezet bara din
Gant poan da zivrec’h
Bennozh dit da vout desket din labourat
Gant va divrec’h
Ha bale eeun gant va daou droad
War roudoù va lignez.
War hent an Onestiz
War hent al lealded
Hep avi ouzh den, hep kasoni ouzh den.
Ya. Bennozh dit Tadig…
Eus da lec’h a repoz
Ro din c’hoazh da vennozh.

25 a viz Here 1971

Print Friendly, PDF & Email