D’am digenvez

Digenvez sioul. Kariadez fur
Gant da vil guzul. Da vil gevrin
Sioulded ec’hon. Kannadez en Neñv
Bennozh dit ! Mignonez doueel…
Te barrleun a vuhez askellek
A wez, a vleuñv, a dour-red
M’eo ken glan ennout pep buhez
Pep hunvre. Pep hengoun. Pep meiz
Digenvez sioul. Kariadez
O balzam va c’halon
Frealz va Ene. Kennerzh va youl
Komz ouzhin. Kan din. Va luskell
Gant diskanoù an Amzer gent,
Kanoù an Heol. Kanoù ar Gwent
Gwerzioù hor re zo er Gwenved
Heklev Añjeluz an Neved
Ha kroz ar skluz en draonienn vut
Digenvez leun a ganoù hud
Kariadez, me da salud.

19 a viz Ebrel 1968





« »