Chas !

Daoust ha va anaout a reot
Ma tistroan un deiz davedoc’h ?
Peseurt degemer a reot din
Goude ken hir ezvezañs ?
Ha petra ‘lennin en ho taoulagad ?
Ha petra ‘veizin en ho yezh ?
Gloazet don eo bet ho karantez
Gouzañvet hoc’h eus hirnez
Bet hoc’h eus riv d’ho kalon feal
Bet hoc’h eus diouer eus an Oaled
Bet oc’h eus Erc’h skornet
Da derriñ ho sec’hed
Youc’het ha yudet hoc’h eus
Ha me re bell d’ho klevout.
Met nozvezh na devezh
N’eus tremenet ganin
Ma na vije tost deoc’h
Va c’halon ha va spered.
Na mall am eus d’an distro
Da santout ho teodoù
O sec’hañ va daeroù
Na mall am eus d’ho flourañ
Gant va dorn kastizet…

[Kerzu 1978]

Print Friendly, PDF & Email