Chandelour

E Beure sin C’hwevrer nevez
Gouleier o lintrañ a zihun an Erc’h
Hag an Erc’h da atersiñ an Avel but
— Petore gouel er mintin-mañ en deus
enaouet gwerennoù ar chapel gozh ?
— An dud zo diboell a respont an Avel
Goap a reont ouzhimp. O klask hor
lakaat da grediñ emañ an Nevez-Amzer
Ha te war o zreuzoù !
Ha me o sutal dezhe ‘n o divskouarn
E kanont bepred d’ar sklêrijenn didrec’hus
— Ar Sklêrijenn ? eme an Erc’h ?
Me eo ar sklêrijenn !
Ar c’hannder nemedon !
Ar splannder nemedon !
— Me, eme an Avel, zo o vont da
c’hwezhañ war o gouleier da zeskiñ dezho.
— C’hwezh ! Avelig put !
Eme an Dud. N’he lazhi ket !
Ne lazhi ket hon Esperañs !
Ne lazhi ket hor Spi. Na ne ri
— Ha gouzout a rez-te end-eeun
Petra ‘deu da vezañ ar flammennoù
a c’hwezhez diwar hor c’hantolioù ?
Ur marzh ! Meurzh o mir !
O gwelout a ri adarre o lintrañ
E beskennoù gwelevus ar Roz-Kamm !

23 a viz Genver 1967

Print Friendly, PDF & Email