Chandelour 1981

Pedenn

Itron Varia Chandelour. Itron ar Sklêrijenn
Ur sell a Druez m’ho ped
War vugale ar Vretoned
Dallet dezho o spered
Gant drouk-ijin ar C’hallaoued
Graet outo treid avaloù-put
Ret o imboudañ gant ur Ouenn all
A-benn o lakat da dalvezout
Itron Varia ! ur bann sklêrijenn
War o spered en anv Doue !
War va daoulin me ho ped.
Kent ma vo aet ar Ouenn da get
Digorit dezho o daoulagad
Ma kellido an Had e don o c’halonoù yaouank
Ma savo e peultrin pep hini
Ar Blantenn c’hlan-se anvet Karantez-Vro
Ken kaer he bleunioù. Ken nerzhus he frouezh
A, Itron Varia ‘r Sklêrijenn. Hiziv Gouel ar Gouloù
N’o lezit ket en Deñvalijenn
M’emaint enni war var da ‘n em goll
— Truez ouzh bugale ar Vretoned
Truez ouzh hor Mamm-Vro Breizh !

2 a viz C’hwevrer 1981







« »