Bro-Indez ! pe Bro-Vreizh ?

— O Tad ! Ra zihuno va Bro
Hec’h Ene dieubet a bep doan
Uhel he fenn.
E Frankiz an anaoudegezh
Hag en ur Bed ne vo ket bet strishaet
Gant kaelioù ar Vuhez danvezel
Ur Bed m’eo ennañ ar gomz : gwirionez
M’eo ennañ ar Peurvad
Pal e strivoù difaezhus.
Ur Bed ma n’eo ket kollet ennañ
Ster treuzwelus ar meiz e-touez traezh-gouelec’h ar boazioù marv
Ur Bed, o Tad ! e-lec’h ma renez Te da-unan
Ar Spered trema oberoù ha meizoù bepred frankoc’h.
Trema gwenved ar Frankiz.

[Genver 1969]
Diwar Rabindranath Tagore.

Print Friendly, PDF & Email