Bravig bev

Un drouz espar er siminal…
Skrijañ ‘ran… Selaou ‘ran, dianal…
… An drouz a dav.
Hag a-nevez a sav.
Ur voubou iskis, a greñva.
A dosta ! ?
Hag e tiskenn… Ur wennilienn,
A dremen ‘rez va fenn,
Hag am spont. Hi ivez zo spontet
D’ar prenestr a nij : pennfollet
‘N em luziañ ‘ra er stign.
Ar c’hazh du a zilamm hag a bign.
Lemm e sell, taer e bav
‘Vel atav
Pa gav preizh.
— Chat ‘ta te. Diwall bleiz !…
Lezel ‘ri al labousig ?
Deus em dorn-me va Evnig,
Me ne rin dit nep gloaz…
Pegen dous ! Nann biskoazh
Va dorn en deus flouret
Bizoù ken flour-all er Bed.
— Mantellet out e satin du.
War da zindanioù liv-ludu.
A ! da zivaskell hirvoan !
Ha da lost-stur e div-rann :
Gant dassked ar ganevedenn.
Da lagadoù : div berlezenn !…
Va labousig, te a daskren,
Hag ez selloù a zo anken,
O spisañ an nor digor.
An nor ! Digor war al lijor
Met ‘lavar din, mignonez,
Ha bez ‘vefes ur gannadez ?
Deut da gemenn din Eurvad ?
Labousig a geloù mat ?
Dal ur pok neuze ‘vit da goantiz
Ha da heul : alc’houez ar Frankiz.
Ya, kerzh, ha lavar d’az c’hoarezed,
E kaver c’hoazh dre ar Bed
Kalonoù blizidik
O vevañ didro ha sioulik
(Graet ‘vez outo goap).
War dreuzoù an nor
Va dorn me ‘zigor,
Nijet out a-denn-askell
D’az tomani aerel,
Bravig bev en Oabl.

20 a viz Mezheven 1963

Print Friendly, PDF & Email