Bloaz goude bloaz

Aotrou ! Mil ha mil Bennozh deoc’h
Da vout profet din ar Vuhez
Da vout graet ac’hanon ur gristenez
Trugarez ha Bennozh deoc’h
Pemzek gwech pemp bloaz.
Tri balevarzh kantved !
Abaoe m’on deut er Bed-mañ
Er Bed kozh-mañ o kerzhout
Trema ar Beurbadelezh
O ‘n em reneveziñ bemdez
O vountañ bemdez fallig er-maez
O vrezeliñ noz an deiz
O stourm evit padout
— N’eus netra peurbad nemedoc’h Aotrou —
Bennozh deoc’h da vout va lezet
E-touez ar re vev da c’hounit
Un tammig plas en ho Rouantelezh
Gant ar re eo achu o stourm
Ha na reont, ha na raint
Nemet kanañ deoc’h el Levenez
Klod da viken
Amen

3 a viz Ebrel 1980







« »