Bloaz dek ha tri-ugent

Ha bez’ e vefe, daoust, d’an niver-mañ tonket
Dougen d’ar Bed droukchañs ur wech dre bep kantved ?
Bloaz dek ha tri-ugent ! Bloavezh a drizek loar
Hervez tud añsien zo tonket da c’hlac’har
Pet gwalenn a gastiz ? Pegement a zismantr ?
D’ez heul ‘met freuz ha reuz, brezel, daeroù, ha mantr.
Ma, sell-te eilpennet gant taol an Hanternoz
Kouezhet out ez Peurbad ! Ifern pe Varadoz ?
Ha da skoulmañ warc’hoazh gant hiziv ha gant dec’h
Kerkent ur Bloaz nevez ‘n deus kemeret da lec’h
Eñ, yaouank, leun a spi a bromet d’an Douar
Pareañ ‘r goulioù ac’h eus graet ez kounnar.
Hag an holl ‘ra hetoù, an holl a bed, a gar
‘Vefe ur Bloavezh mat. Doue hepken en goar !

31 a viz Kerzu 1970-1añ a viz Genver 1971

Print Friendly, PDF & Email