Bleuñv Gouel an Hollsent

Bep bloaz e teuan, va zud ker
Rekis bep bloaz
Gant ur vrec’hiad bleunioù dister
Savet e liorzh ar gêr
Da vleuniañ deoc’h ho Pez noazh
Rekis bep bloaz.
Gant ar goañv garv, va zud ker
Eo ‘vit ar bloaz
Holl marvet bleuñv liorzh ar gêr
‘Van mui ur vleuñvenn dister
Da vleuniañ deoc’h ho Pez noazh
Evel bep bloaz.
Bepred e teuin, va zud ker
Evel bep bloaz
Me ‘breno ‘ti al liorzher
Ur vrec’hiad bleunioù dister
Da vleuniañ deoc’h ho Pez noazh
Evel bep bloaz.
Ha c’hwi ‘soñjo c’hoazh, va zud ker
‘Vo ‘vel bep bloaz
Va bleunioù dilorc’h ha dister
Kuntuilhet e liorzh ar gêr
Da vleuniañ deoc’h ho Pez noazh
Evel bep bloaz.

16 a viz Here 1963





« »