Biskoazh

Biskoazh ken glas an nevez-hañv
morse ken flour an avel-vor
morse ken dous voulouz an oabl
na grougous an durzhunell rous
ken bliv dared ar wennili
o fubua d’ar mintin sin
ken seder morse c’hoazh ar bleuñv
en hentig don e sol ar c’hleuz





« »