Bed kozh !

Bed kozh te ‘c’hell mont diwar wel
Ni na dougimp ket kañv dit
Beajourien o mallioù skañv
Kas ‘raimp ganimp hepken ar gwellañ
Eus da lintrusañ teñzorioù
Bez’ vo un nebeud keneiliezh
Tammigoù eus emgavioù gwechall
Ha kevrinoù ma c’hello hepken
An Aelez arvestiñ outo





« »