Barzhoneg meur

Sevel ur simfonienn,
Kizellañ un delwenn,
Tresañ, livañ un daolenn.
Sevel kestell ha tourioù ;
Pe santualioù-meur.
Kempenn liorzhoù kaer.
Zo ober Barzhoniezh…
Reiñ furm ha liv d’ar soñjoù,
Da soñjoù du an Dispi
Da soñjoù glas-mouk ar Binijenn,
Da soñjoù gris an Anken,
Da soñjoù melen ar C’hwervoni,
Da soñjoù glas-gwer ar Spi,
Da soñjoù ruz-roz ar Garantez,
Da soñjoù ruz-tan an Aberzh,
Da soñjoù glas-boull an Hunvre,
Da soñjoù gwenn al Levenez,
Zo ober Barzhoniezh.
— Pep meizour a zo Barzh !…
Ur simfonienn-veur eo an Hollved,
Warni sin ha siell an Aozour :
— Ar vuhez !…
Ar Vuhez : Barzhoneg-Meur !
E pep Boud ez eus Arz,
Rak ar Vuhez a zo Arz.
E pep Boud Barzhoniezh :
Ar vuhez zo Barzhoniezh,
— Pep Boud a zo Arzour,
Pep Boud a zo Barzh.
Ur Barzhoneg-Meur eo an Hollved.

22 a viz C’hwevrer 1963







« »