Avel walarn

Avel walarn ‘n e gounnar un deiz
A zigoefas un askolenn
Eus he boned seiz
E zispennas e mil fulenn
Mil adpladennig
Stag o flanedenn
Ouzh dum o harzlammig
O troelliñ o vrañselliñ
E faltazi ar gorventenn
Un dudi beajiñ
Tremen-porzh ebet da baeañ



 


« »