Ave an Delioù

« Salud ! A, Krist-Roue
Ni, an delioù, da salud
Evit da glod
Hon eus gwisket da vervel
Hon lifre roueel
Aour ha limestra.
Ni da salud
Roue ar c’hlod,
Ni, ar re zo o vont da vervel
A viliadoù.
Ni da salud Roue divarvel
Ni, an delioù. »

31 a viz Here 1965, Gouel ar C’hrist-Roue







« »