Aspedenn ar wezenn

Diwar ur skritell c’hallek embannet gant maerdi Bourgneuf-en-Retz (44)
Den.
Me zo tommder da oaled en nozioù yen ar goañv ; dit e roan va disheol frealzus pa
suilh an Heol e-kreiz an Hañv.
Me zo framm da di, planken da daol.
Me zo ar gwele ma kouskez ennañ. Ar c’hoad ma rez gantañ da vag.
Me zo troad da venveg ha dor da liorzh.
Me zo koad da gavell hag ivez koad da arched.
Selaou va fedenn. Da eo dit ?
Den !
Va lez da vevañ evit dousaat an temz-amzer ha sikour ar bleunioù da zigeriñ.
Va lez da vevañ ‘vit stourm ouzh ar c’horventennoù ha mirout ouzh an douar da vont
gant an avel,
Va lez da vevañ evit sioulaat an avelioù, ar c’houmoul ha sachañ dit ar glav a zegas ar
Vuhez d’ar Bed.
Va lez da vevañ evit mirout ouzh gwallzarvoudoù an Dour-beuz a lazh ar Boudoù bev.
Me zo Eienenn kement stêr. Eienenn kement gwazh
Me eo ar Wir Binvidigezh er stad, me am eus ivez perzh e prespolite ar bihanañ
kêriadenn.
Glazur va mantell a ra kened da Bro
Den !
Selaou va fedenn !
N’am distruj ket !

10 a viz Meurzh 1972

Print Friendly, PDF & Email