Arabat klemm !

Tra ma vo un doenn ‘us d’ez penn
Tra ma vo tan en oaled da di paour
Tra ma vo bara du war da blankenn
Ha dour sklaer en da feunteun
Tra ma ‘c’h eus ur mignon
— Na ve nemet ur c’hi —
Tra ma kano an adan e beg ar buplienn
Tra ma vleunio al lann unnek miz eus ar bloaz
Tra ma savo an Heol ‘tre Kiligwenn ha Pabu
Ha ma yel’ da guzh ‘tre an Dreinded hag ar Seizh Sant
Tra ma welo da lagad mil Vurzhud an Natur
Tra ma klevo da skouarn kleier Tregrom
O seniñ ken drant an Añjelus
Tra ma santo da fronelloù
Frond an douar nevez aret
C’hwezh mezvus ar spern gwenn
Ha c’hwezh soutil ar bisoù-haleg
Tra ma savo da Bedenn
Etrezek Mestr ar Bedoù
Na lavar ket eo ponner
Pouez ar Gozhni…

3 a viz Kerzu 1979

Print Friendly, PDF & Email